Enez Sgitheanach

Kartenn Enez Sgitheanach
Ar pont da vont da Enez Sgitheanach

Enez Sgitheanach (e gouezeleg Skos An t-Eilean Sgitheanach distaget: [əɲ tʰʲelan s̪kʲiə.anəx]; Skye e saozneg, distaget [skaɪ̯]) zo un enezenn e Bro-Skos, ar vrasañ eus an Inizi Gall tostañ hag an hini zo ar pellañ en hanternoz. E-kreiz an enezenn ez eus menezioù, ha dreist-holl menezioù Cuillin.

Emañ ar boblañs o kreskiñ: 9 200 a dud a oa eno e 2001.

En Highland emañ an enez. Ur pont zo, anvet Skye Bridge, da zont eus an douar-bras. Port Rìgh zo ur porzhig koant, hag eno emañ ar gêr-benn. Un drederenn eus an dud a gomz gouezeleg.

Brudet eo kened ar vro, ar sevenadur gouezelek, al loened gouez (erered, demmed, eoged). Diazezet eo armerzh ar vro war an douristelezh, a zegouezh a-vernioù e-pad an hañv, ar sevel eoged, hag ar wiski.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search